Mont d’an endalc’had

Deiziadur holosenek

Eus Wikipedia

An Deiziadur holosenek, anavet ivez dindan an anv a Oadvezh holosenek pe Oadvezh Mab-den, zo ur reizhiad kontañ ar bloavezhioù a laka 10 000 vloaz ouzhpenn d'an deiziadur a vez implijet ar muiañ er bed hiziv an deiz hervez reizhiad an Anno Domini (AD) hag an Oadvezh kumun (CE), an Deiziadur gregorian. Emañ ar bloavezh kentañ tost d'ar mare ma krog ar prantad Holosen hag an Dispac'h neolitek. Difennerien an Deiziadur holosenek a zisklêr ez eo aesoc'h bloaziadañ pa reer gantañ war dachenn an Douarouriezh, an arkeologiezh, an dendrokronologiezh ha war hini an Istor. Evite ez eo diazezet ivez war un darvoud en deus un dalvoudegezh hollvedel brasoc'h evit an hini a dalvez da zave evit an Deiziadur gregorian. Ar bloazioù eus an Deiziadur gregorian a c'hall bezañ troet e bloavezhioù eus an deizadur holosenek o skrivañ ar sifr "1" dirazo hepken. "Oadvezh Mab-Den" a oa kinniget evit ar wezh kentañ gant Cesare Emiliani e 1993[1],[2],[3].


  1. Cesare Emiliani, "Calendar Reform", Nature 366 (1993) 716.
  2. The Holocene Calendar at Meerkat Meade
  3. The Human Era Calendar by Harry and Svetlana Weseman